Mont d’an endalc’had

Harvey Weinstein

Eus Wikipedia
Harvey Weinstein
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHarvey Weinstein Kemmañ
Anv-bihanHarvey Kemmañ
Anv-familhWeinstein Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Meu 1952 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNew York Kemmañ
Breur pe c'hoarBob Weinstein Kemmañ
PriedGeorgina Chapman Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Place of detentionWende Correctional Facility Kemmañ
Kondaonet evitGwallerezh, tagadenn reizhel Kemmañ
MicherProduour sinema, executive producer, aktour, film director, senarioour(ez) Kemmañ
Tachenn labourfilmaozañ Kemmañ
ImplijerThe Weinstein Company Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity at Buffalo, John Bowne High School, State University of New York at Buffalo School of Management Kemmañ
Lec'h labourNew York Kemmañ
Deroù ar prantad labour1981 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2017 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Kleñvedmyocardial infarction, COVID-19 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezHarvey Weinstein sexual abuse cases Kemmañ
Prizioù resevetMarc'heg al Lejion a Enor, Commander of the Order of the British Empire, Academy Award for Best Picture, British Academy of Film and Television Arts, Hugo Award for Best Dramatic Presentation Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Picture, Academy Award for Best Picture Kemmañ
Rummad tostCategory:Films produced by Harvey Weinstein Kemmañ
Harvey Weinstein e 2014

Harvey Weinstein, ganet d'an 19 a viz Meurzh 1952, zo ur produour filmoù stadunanat. Gant e vreur Bob Weinstein en doa krouet an embregerezh dudi Miramax, a broduas filmoù dieub gant berzh bras. E-touezh ar re se Sex, Lies, and Videotape (1989), The Crying Game (1992), Pulp Fiction (1994), Heavenly Creatures (1994), Flirting with Disaster (1996), ha Shakespeare in Love (1998).

Ar vreudeur o deus bet kuitaet Miramax evit sevel an embregerezh The Weinstein Company, ur studio filmoù. Bez eo bet Harvey rener gant e vreur etre 2005 betek 2017.

Rula Jabreal gant Harvey Weinstein e 2010.

E miz Here 2017, goude ma vefe deuet war-wel rebechoù lies tagadennoù reizhel a-berzh Weinstein, e voe skarzhet eus e embregerezh kement hag eus an Academy of Motion Picture Arts and Sciences. D'an 31 a viz Here, ur 80 maouez bennak o devoa rebechet tagadennoù reizhel gant Weinstein. Goude ar c'hlemmoù-se e oa bet savet en hashtag "#MeToo" war ar rouedadoù sokial. Sikouret e voe ar maouezed o doa gouzañvet tagadennoù reizhel da embann o soñjoù pe testenioù dreist-holl a-enep paotred c'halloudus. Kaoz zo bet eus an "Efed Weinstein".

An Afer Weinstein

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Here 2017, The New York Times ha The New Yorker a embanne pennadoù a zisklêrie e oa un daouzek bennak a vaouezed a rebeche da Harvey Weinstein da vezañ taget reizhel, betek gwallet anezho. Un toullad maouezed all eus industrielezh ar filmoù stadunanat o doa bet kendalc'het gant an testenioù a-enep Weinstein. Hemañ en doa nac'het a-grenn ar rebechoù. Paeet en doa ez spierien eus ar Mossad[1] evit klask piv a oa ar merc'hed a rae rebechoù dezhañ ha penaos o lakaat da devel[2].

An harzadenn ha tamalloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 25 a viz Mae 2018, Weinstein a oa rebechet dezhañ gant an New York City Police Department "rape, criminal sex act, sex abuse and sexual misconduct for incidents involving two separate women". Memes devezh e oa harzet goude bezañ en em rentet d'ar polis[3].

Weinstein a voe dieubet nebeut amzer goude e varnadenn rebech en eskemm d'e paseporzh ha d'un tailh-kastiz ur milion dollar. E alvokad Benjamin Brafman, hag en devoa difennet DSK e-pad Afer ar Sofitel, en deus embannet e vefe disklêriet gant Weinstein e oa "nann kablus"[4].

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo bet gant Eve Chilton etre 1987 ha 2004. Etre 2007 ha 2017 e oa dimezet gant Georgina Chapman, met kuitaet he deus anezhañ ur wech ma oa kroget an afer Wenstein.

Stourm politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wenstein a ro harp a-gozh d'ar Strollad Demokratel stadunanat. Sikouret en devoa da rastellañ arc'hant evit kampagn Barack Obama, hini Hillary Clinton ha John Kerry.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]